Radio Kerne
Setu an abadenn gentañ gant ar skipailh animatourien·ezed a-youl-vat eus Bro Kemperle :
Erwan Rouz, kargad a vuheziñ e Ti ar Vro Bro Kemperle, o pennanimañ
Anne-Laure Dubois, skolaerez e skol Jacques Prévert e Plañvour hag he skolidi ha skoladezed o tibunañ haikuioù.
Ur gentel war ar brezhoneg gant Lionel Ollivier awenet gant al levr "Mouezh Kerne" gant Pierre Martin.
Atersadenn Mickael Bihannic eus BCD -Sevenadurioù (gant Erwan Rouz).
Ur gentel war "Mont da / bezañ e" hag ar rimadell "Kaourintin ar gevnidenn" gant Rejin Gwilhamod
Teknik : Dimitri Le Roy
Kenurzhiañ : Ti ar Vro Bro Kemperle / Radio Kerne gant sikour Radio BOA
Enrollet e studio Radio BOA
Bonuz
Pozioù ar rimadell Kaourintin ar Gevnidenn :
Kaourintin ar gevnidenn ‘pignat ‘barzh ar san,
Glav zo o tont a gas Kaourintin d’an traoñ.
Setu an heol en-dro, ‘ra plijadur dezhi,
ha Kaourintin ar gevnidenn ‘pignat ‘barzh ar san.