Taylor Swift

Radio Kerne

Taylor Swift

Gouzout muioc'h diwar-benn

Hiziv e kinnigin deoc'h ur ganerezh a ra berzh spontus, padal n'eo ket gwall anvet ganin ha ganeoc'h kennebeut marteze : Taylor Swift.

Hervez ar mediaoù amerikan e c'hellfe un den diwar pemp er Stadoù-Unanet votiñ en dilennadegoù prezidant o tont da geñver ar pezh a vo embannet gant Taylor Swift.

He sonadegoù a ra berzh spontus, hag unan dioute en doa krouet ur c'hrenn-douar 2,3 war skeul Richter zoken warlene e Seatle.

Met piv an diaoul eo neuze ar ganerez-se, a c'hell levezoniñ milinonoù a dud ?

Deskomp asambles neuze piv eo Taylor Swift.



 

Taylor Alison Swift a zo bet ganet d'an 13 a viz Kerzu 1989 e readin (Pennsylvania) e Stadoù-Unanet Amerika. Ur ganerez-sonaozerez eo, a zo brudet evit sevel ha kanañ kanaouennoù diwar he buhez hag e istorioù karantez dreist-holl.

Da 14 vloaz e teuas da vezañ an arzourez yaouankañ da vezañ sinet ur c'hevrad evel skrivagnerez gant an ti-embann sonerezh Sony/ATV Music Publishing.

Gwerzhet he deus ouzhpenn 50 milion a bladennoù - ha 32 milion dioute er Stadoù-Unanet. Swift a zo neuze unan eus gwellañ gwerzherezed ha gwerzherien pladennoù dre ar bed hag en istor.

Penaos-ta e oa deuet a-benn da gaout kement a verzh ?