Radio Kerne
Yvonne Kernevez 'poa bet digarez da glevet dija en abadenn Rodeier ar sizhun baseet. A-benn neuze 'noa-hi kontet deomp deus istor an otel Belle-Vue, er C'hap Kozh e Fouen, bet digoret gant he moereb, Mar'-Jan Meur, er bloavezh 1919, met 'noa ket bet amzer a-walc'h da gontañ deomp deus tout. Kar goude ar brezel diwezhañ oa deuet an douristed en-dro fonnus a-walc'h. Kalz Añglichen a oa en o zouez ha setu oa dav goût saozneg memestra evit bezañ gouest da zegemer anezho evel ma oa gleet. Yvonne oa bet o labourat e-pad c'hwec'h miz e Bro-Saoz neuze, oc'h ober war-drobugale ur familh medisined e Shrewsbury, e-kichenn Bro-Gembre. Emañ-hi a-dreñv ar mikro gant Benjamin Bouard.