Radio Kerne
E brezhoneg e vez lâret "ar Gazeg Veurzh" deus an avel yen a vez o c'hwezhañ deus ar reter alies e miz-Meurzh. Met gwechall, e plasoù e kreiz ar vro e veze graet "ar Gazeg Veurzh" memes-mod evel ar Pesk Ebrel, met solamant ne veze ket graet d'an deiz kentañ a viz-Ebrel, met d'ar c'hentañ a viz-Meurzh evel-just ! Ur gazeg paper pe karton a veze staget a-dreñv kein unan bennak hag an dud a rae farsoù an eil re gant ar re all.
Evit kontañ deus an dra-se eo bet Benjamin oc'h en em gavout gant Remi Quéffélec, eus Santoz, ha Jean-Claude Rolland, eus Landelo.