Radio Kerne
Yanig Laporte o chom e Kemper 'boe ouzhpenn 20 vloaz zo a gas ac'hanomp 'ba straedoù Kemper. Ur bourmennadenn a dammoù a ra ur pont etre ar gêr a-vremañ ha kêr Kemper en amzer gwechall. O vale dre hentoù kozh ha nevez e teskimp muioc'h ivez war istor Breizh liammet krenn gant istor Kemper.
Emaomp bremañ nebell eus an Iliz Veur war pont Santez Katell ha Yannig a gont deomp penaos e oa ur veilh e kreiz-kêr Kemper gwechall.