Radio Kerne
Yanig Laporte o chom e Kemper 'boe ouzhpenn 20 vloaz zo a gas ac'hanomp 'ba straedoù Kemper. Ur bourmennadenn a dammoù a ra ur pont etre ar gêr a-vremañ ha kêr Kemper en amzer gwechall. O vale dre hentoù kozh ha nevez e teskimp muioc'h ivez war istor Breizh liammet krenn gant istor Kemper.
Emaomp atav e kreiz kêr Kemper war ribloù an Odet lec'h ma tremen bemdez miliadoù a girri-tan. Met 'neus ket pell zo c'hoazh ne oa ket eus ar balioù-se war ribloù an Odet.
Skeudenn : Henri Moreau