Imramoù war son ha war gan 08

Radio Kerne

Imramoù war son ha war gan 08

Gouzout muioc'h diwar-benn

Un eostad pladennoù nevez embannet : Jig Away the Donkey, « Music and Songs from South Ulster », hag eil pladenn ar biniaouer-ilin Mick O'Brien asambles gant ar soner fiddle ha violoñs hardanger (eus Bro-Norvej) Caoimhín Ó Raghallaigh  eil pennoberenn an daou soner kizidik hag awenet dreist. Digarez dimp da vont pelloc'h gant hon Imram hag ar varzhoniezh, ha dizoloiñ sonerezh ar yezh, galloud hud ar c'han hengounel a vez graet « sean-nós » anezhañ, o selaou mouezhioù kanerezed ha kanerien Conamara, na Rinne (e kontelezh Waterford) ha Dún na nGall / Donegal.