Radio Kerne
Kêr Kemper he deus embannet peseurt raktresoù a vefe arc'hantaouet gant ar budged perzhiañ.
Ar budged perzhiañ pe "budget participatif" a ginnig d'ar sitoianed ha sitoianezed kas o raktres gwellaat ar vuhez foran d'an ti-kêr ha d'an holl annezidi da votiñ evit o raktresoù muiañ karret. Evit an eil gwech en deus Kemper aozet ur c'houlzad a-seurt. 33 raktres a zo bet dibabet ar wech-mañ.
Uisant Kreker, eil-maer Kemper e karg eus an demokratelezh, a zo eus mikro Morgane Bramoullé.