Radio Kerne
E karter Lokmaria e Kemper e kaver ur stal bihan anvet Feurm Lokmaria. E-barzh, produioù bio eus ar vro gwerzhet gant ar broduerien ha produerezed int o-unan. Bet eo Morgane Bramoullé oc'h atersiñ div anezho, Estelle Le Guern hag Annie Cotten, hag Annaig Renoux, pratik a-viskoazh.
Feurm Lokmaria, 6 straed ar Frugy e Kemper, digor d'ar Meurzh ha d'ar Merc'her etre 3e30 ha 7e30, d'ar Gwener etre kreisteiz ha 7e30 ha d'ar Sadorn eus 9e da 1e goude merenn.