Radio Kerne
E fin miz Eost ‘oa moien da gaout strollet e Douarnenez tud hag a labour gant hag evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg.
Pedet ‘oant gant Kevre Breizh da gas asambles un devezh-preder ha bilañs war stad hor yezhoù ha penaos e labouront gant ar Rannvro hag ar Stad.
Pep dileuriad eus pep takad (deskadurezh, sevenadur...) en deus gellet ober un diverradenn eus an traoù bevet gante: merkañ an araokadennoù, ar pezh a ya brav war-raok, met ivez ober ur gont eus an argant, eus ar gelennerien, eus ar youl politik a vank d’ hor yezhoù da vezañ yac’hoc’h.
Chomet eo Laëtitia gante a-benn deskiñ penaos e reer evit aozañ hag en em aozañ a-benn derc’hel da vevañ, da gelenn, da grouiñ e brezhoneg pe e gallaoueg.
Diwezatoc’h eo bet o c’houlenn resisoc’h ouzh Tangi Louarn hag Anna-Vari Chapalan penaos o deus stourmet ha labouret ha penaos hen reont c’hoazh hag abaoe keit all amzer, etre Skol an Emsav, Elen, ‘Pour que vivent nos langues’, CESER (…) ha nouspet strollad da divizout.
Setu ul labour a-benn gounit gwirioù ha difenn hor gwirioù yezhoniel ha sevenadurel, hag a chom kuzh ouzh ar bras eus ar Vretoned.
Ha sklaer eo: ret eo anavezout mat ar bed sevenadurel hag ar bed politik teknik evit kompren penaos mont war raok ar gwellañ ma c’hellomp, etre an aotreoù da ober hag ar skoazelloù da gaout…
Tangi Louarn hag Anna-Vari Chapalan: