Radio Kerne
Kant vloaz 'zo e vez an arkeologourien o fouilhañ e Hattuša, kêr-gabital an impalaerded hitit, en Turki bremañ. Kavet 'zo bet eno war-dro 30 000 tabletenn savet e pri, gant sinadoù kuneiform skrivet war-c'horre. Met ar bloaz-mañ 'zo bet kavet un dabletenn all c'hoazh ha souezhet-mik eo an arkeologourien : n'eo ket hititeg an hini zo skrivet war-c'horre, met ur yezh all ha n'anveer ket c'hoazh !