C'hoariva Max Jacob

Radio Kerne

C'hoariva Max Jacob

Gouzout muioc'h diwar-benn

Yanig Laporte o chom e Kemper 'boe ouzhpenn 20 vloaz zo a gas ac'hanomp 'ba straedoù Kemper. Ur bourmennadenn a dammoù a ra ur pont etre ar gêr a-vremañ ha kêr Kemper en amzer gwechall. O vale dre hentoù kozh ha nevez e teskimp muioc'h ivez war istor Breizh liammet krenn gant istor Kemper.

 

Yannig Laporte a gas ac'hanomp war ribl an Odet ur wech ouzhpenn evit kaozeal eus ur savadur anavazet mat e Kemper, ar c'hoariva Max Jacob. Met istor an dachenn lec'h m'eo bet savet an teatr n'eo ket anavezet.

 

Skeudenn : Jérémy Kergourlay