Radio Kerne
Bremañ zo tost nav vloaz 'zo 'vez Iwan Humphreys o tastum an anvioù-lec'h e Breizh Izel. Hanoiou-Lec'hiou Breiz Izel eo anvet ar mell projed-mañ. Studiañ a ra anvioù brezhonek ar parrezioù hag anvioù ar c'hêrioù dreist-holl, met n'eo ket kement-se da studiañ o etimologiezh, met kentoc'h ar mod ma vez distaget an anvioù-se er vro gant ar vrezhonegerien.
E Breizh 'zo ur bern tud o deus troet kein d'ar brezhoneg hag ar re-se n'ouzont ket ar mod ken da lâret an anvioù-lec'h evel m'int sañset da vezañ lâret e brezhoneg. Skritur ar brezhoneg zo bet normalizet ouzhpenn ha koulskoude ne vez ket kaozeet tre memes-mod eus un eil takad d'egile. Serten traoù zo bet brezhonekaet en-dro ivez, met graet an dra-se diwar ar galleg da zigentañ. Setu 'zo risk bremañ da zisoñjal distagadur an anvioù-lec'h e brezhoneg ar vro.
[Lodenn gentañ]
Evit mont pelloc'h : https://hlbi.llawern.com/