Tourmant '87 - Cécile Dénes & Guy Rannou

Radio Kerne

Tourmant '87 - Cécile Dénes & Guy Rannou

Gouzout muioc'h diwar-benn

Daou zen all vo klevet evit kontañ war-benn an tourmant oa bet er vro d'ar 15 a viz-Here 1987 : Cécile Dénes ha Guy Rannou.

Cécile a oa o chom er Forest-Fouen d'ar mare-se, war-dro kant pe daou c'hant metr eus ar mor. Soñj he deus mat-tre eus ar c'houchad-holen oa  deuet war-c'horre ar parkeier hag ar prinistri, ken kreñv evel 'noa c'hwezet an avel an noz-se !

Guy oa o chom er Forest-Fouen ivez. Goude an tourmant 'oa bet oc'h ober tro ar c'hêrioù war ar maez evit klask savetaad ar gwez-avaloù oa kouezet gant an avel.