Radio Kerne
Petra a dalvez al liorzhoù d'an dud? Al liorzh a roont stumm dezhi gant o daouarn, liorzhoù o bugaleaj... liorzh o ijin marteze ma n'o deus ket (bet) a liorzh?
Bet on oc’h ober ur weladenn da Yann-Fulub en e jardin e Preveilh. E foñs ar C’hab en deus roet stumm d’ur pezh tachenn gaer gwarezet gant gwez. Ha diaes ‘vefe liorzhañ ken brav, aes, ha gant un disoc’h puilh, fonnus, hep ar gwarez-se.