Geekomp #5 : Penaos sevel ur c'hoari-video hag ar c'hoarioù-video e brezhoneg

Radio Kerne

Geekomp #5 : Penaos sevel ur c'hoari-video hag ar c'hoarioù-video e brezhoneg

Gouzout muioc'h diwar-benn

Geekomp, an heuliadenn abadennoù gouestlet d'ar c'hoarioù video.

Petra eo plas ar c'hoarioù video e buhez an dud aterset ? Brud fall zo c'hoazh war ar c'hoarioù video ? Petra eo istor ar c'hoarioù video ? Peseurt plas zo evit ar maouezed hag ar minorelezhioù ?

Setu un abadenn a dammoù kaset da benn gant Marianne Vaidie.

Un heuliadenn Liesvouezh eo.

 

E ya, bez ez eus eus c'hoarioù-video en brezhoneg ! 
Ar gevredigezh An Drouizig en eus troet meur a c'hoari e brezhoneg, setu perak e vo klevet c'hoazh mouezh Gwenn Meynier evit pempvet rann an abadenn Geekomp. 
A-raok labourat war an droidigezh eo ret sevel ur c'hoari-video. 
Hag evit-se eo ret strollañ meur a vicher, micherioù arzel ha teknikel. 
Klevet e vo ivez Damien Mayance ken krouer ar studio Pixelnest
Damien Mayence a zo diorroer ha labouret en deus war daou c'hoari troet e brezhoneg, ar c'hoarioù Flipon ha Steredenn.