Radio Kerne
N'eus ket keit-se zo c'hoazh, ar pep brasañ deus an dud a varve er gêr. Ne veze ket klevet kaoz na deus ar funerariom na deus ar « pompes funèbres ». Pep hini a ouie petra ober pa varve unan bennak er gêr. Cheñchet eo an traoù bremañ : paeet 'vez tud evit ober war-dro hor re varv.
Evit kontañ deus an dra-se eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout gant meur a hini e Bro-Gerne ha Bro-Gwened, tud kontant da gontañ deomp deus ar mod ma veze graet war-dro ar re varv gwechall.
Lidoù ar marv zo cheñchet kalz e Breizh, evel e lec'h all. Met dalc'het zo bet serten traoù memestra, evel « ar Vreuriezh » e Plougastel-Daoulas. Bloaz paseet oa bet Benjamin Bouard er Feunteun Wenn oc'h en em gavout gant André Cap ha Loig Karet, deuet aze evit ar vreuriezh. Loig Karet a gonto deomp deus ar cheñchamañchoù zo bet e-barzh ar mod da sellet deus ar re varv en deiz-hiziv ivez.