Radio Kerne
N'eus ket keit-se zo c'hoazh, ar pep brasañ deus an dud a varve er gêr. Ne veze ket klevet kaoz na deus ar funerariom na deus ar « pompes funèbres ». Pep hini a ouie petra ober pa varve unan bennak er gêr. Cheñchet eo an traoù bremañ : paeet 'vez tud evit ober war-dro hor re varv.
Evit kontañ deus an dra-se eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout gant meur a hini e Bro-Gerne ha Bro-Gwened, tud kontant da gontañ deomp deus ar mod ma veze graet war-dro ar re varv gwechall.
Penaos vez lâret « il est mort » / « elle est morte » e brezhoneg ? En deiz-hiziv, kalz tud oar lâret « aet eo d'an Anaon ». Met gwechall ne veze ket lâret an dra-se peurvuiañ. Evit kontañ deus an dra-se vo klevet en abadenn ar wech-mañ Daniel Jéquel, Monique er Boulc'h, Herri an Naou ha Yann-Bêr Guyader.