Mervel 3 - Alice Le Coz

Radio Kerne

Mervel 3 - Alice Le Coz

Gouzout muioc'h diwar-benn

N'eus ket keit-se zo c'hoazh, ar pep brasañ deus an dud a varve er gêr. Ne veze ket klevet kaoz na deus ar funerariom na deus ar « pompes funèbres ». Pep hini a ouie petra ober pa varve unan bennak er gêr. Cheñchet eo an traoù bremañ : paeet 'vez tud evit ober war-dro hor re varv.

Evit kontañ deus an dra-se eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout gant meur a hini e Bro-Gerne ha Bro-Gwened, tud kontant da gontañ deomp deus ar mod ma veze graet war-dro ar re varv gwechall.

 

Kollet eo an dud pa varv un bennak er gêr. N'ouzont ket ken petra soñjal na petra ober. Gwechall ne oa ket e-giz-se. An dud ne ouient ket petra soñjal matreze, met goût a-walc'h a ouient petra ober. Benjamin Bouard zo bet e Pouldregad o kontañ deus an dra-se asambles gant Alice Le Coz.