Radio Kerne
Yann ha Katell mil micher
Tuz zo o deus mil buhez, tud zo a zo bet mil micher. Perak 'ta ? Dre beseurt degouezh int bet bankour, kazetennerez, kelenner, labourerez-douar ?
Un heuliadenn Liesvouezh gouestlet d'an dud souezhus-se !
Chloé Garel-Delval a vo da glevet en abadenn ‘Mil Micher’ er sizhun-mañ c’hoazh.
Goude deomp bezañ klevet peseurt mod he deus bevet he studioù, e ouezimp peseurt mod eo aet tre ‘ba bed al labour.
Klevet ‘vez er mare-mañ ne fell ket d’ar yaouankiz labourat kalz ha kalet hag emañ ar wirionez gante. Arabat lezel an implijerien ober pe lâret deoc’h forzh petra.
Kod al labour a zo anezhañ evit hor gwareziñ met re alies ‘vez ket trawalc’h ha ret eo krediñ lâret kaoc’h da dud zo. Ma zo moien deoc’h d’hen ober.
Kaoz ‘vo deus kaoc’h en istor bihan a vo kontet deomp er mintin-mañ gant Chloé. En em gavet eo gant louskoded e penn kentañ tout p’he deus en em inskrivet en interim...