Mil micher 7 - Chloé Garel-Delval (1) Ar studioù

Radio Kerne

Mil micher 7 - Chloé Garel-Delval (1) Ar studioù

Gouzout muioc'h diwar-benn

Yann ha Katell mil micher

 

Tuz zo o deus mil buhez, tud zo a zo bet mil micher. Perak 'ta ? Dre beseurt degouezh int bet bankour, kazetennerez, kelenner, labourerez-douar ?

 

Un heuliadenn Liesvouezh gouestlet d'an dud souezhus-se !

 

Chloé Garel-Delval a vo da glevet en abadenn ‘Mil Micher’ en dro-mañ.

Met er c'hontrol d’ar re all bet klevet araok e chomimp kalz ganti war ar mod he deus bevet he studioù araok komz eus al labour.

Preparet he deus an dachenn da gavout labour par ma c’helle ha strivoù zo bet goulennet ganti da gaout he bachelouriezh, ur BTS hag ur vestroniezh war ar brezhoneg  da heul, peogwir n’he deus ket gouiziet abred awalac’h ma oa hi nammet gant an disleksiezh: miret eo bet da zeskiñ a-lusk gant he mignoned…Graet he deus an holl hentad memestra. Zoken ma oa troet da vil-hent-all an hent-se abalamour d'ar c'hemplez a c'hell bezañ al liamm etre ar stummadurioù ha bed al labour.