Radio Kerne
Yann ha Katell mil micher
Tuz zo o deus mil buhez, tud zo a zo bet mil micher. Perak 'ta ? Dre beseurt degouezh int bet bankour, kazetennerez, kelenner, labourerez-douar ?
Un heuliadenn Liesvouezh gouestlet d'an dud souezhus-se !
Fanny Labbay ne felle ket dezhi chom re bell er skol goude bezañ tapet he bachelouriezh.
Labouret he deus evel buhezourez er c’hampoù vakañsoù, distroet eo d'ar skol-veur diwezhatoc'h, tutet eo bet evel skolaerez ha skoazellerez, plac’h ar bleunioù eo bet ivez, hag araok ober ar choazh da reiñ hec’h holl amzer d’he bugale pe dost (5 a zo en ti) e-pad ur mare achuet n'eus ket keit-se, he deus graet micherioù bihan liesseurt berrbad o c’hevratoù: en uzin, hag e ti an dud…. Chench a blij dezhi, ha kurius 'vez gant tra. P'eo bet re ziaes an traoù (pe re vorrodus) eo aet kuit evit klask gwelloc'h, atav gant ar soñj d'ober eus he familh an dra pouezusañ.