Radio Kerne
Miz-Mae 1940. An Añglichen o deus ambarket en-dro e Dunkerque. Okupet eo ar Broioù-Izel. An arme belj a zo bet oc'h en em rentañ d'ar Wehrmacht. Paul Reynaud en deus lakaet en e soñj dalc'hen penn d'an Almañted e Breizh ... Met d'an 22 a viz Even 'oa bet sinet an armistis e koad Compiègne a-benn ar fin. Ha d'an 19 a viz-Eost 'oa arruet ar "Boched" e Kemper hag e Brest. Okupet ' oa Breizh neuze. Jean Kermanac'h (Banaleg) ha Marie-Louise Kermanac'h (Tregon) a gonto deomp deus an devezh pa oa en em gavet an Almañted er vro. Yvonne Derrien (Terrug) a oa bet he zad prizonnier en Almagn e-pad pemp bloaz hag hini Madalen Direur (Boneur) a oa bet o labourat asambles gant un ofiser alman kaset da Vrest a-raok ar brezel. Klevet 'vo tud all ivez : Jos Merrien (Gouezeg), Anna Ely (Argol), Marie Quéau (Ploneve), Ronan Hénaff (Lokorn), Yann ar Moulin (Pleiben) ha Françoise Riou (Terrug)