Radio Kerne
Ar mintin-mañ e vezo graet un dro war-zu Plabenneg, e chapelig Lanorven, gant un diskouezadeg o lakaat war-wel oberennoù Nicole Ryan dindan anv ar gevredigezh "Arz er Chapelioù". Pauline Daniel 'zo aet e darempred ganti hag eo bet degemeret gant Jean-Yves Le Gall, ezel deus ar gevredigezh "Santez Anna Lanorven", kevredigezh bet e karg da reneveziñ ar chapelig.
Kinnig deus an darvoudoù a vo er vro en devezhioù o tont (festoù-noz, festivalioù...).
Da c'houde e vimp asambles gant Toutz eus an daouad Plouz & Foen evit ober anv deus ar priz kentañ tapet ganto 'barzh ar rummad a-vicher e Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langonned.
Degemeret eo bet Gi Keltik gant Pauline Daniel evit lakaat ar gaoz war ur genstrivadeg savet gantañ evit ar Festival Etrekeltiek en Oriant d'an 10 a viz Eost o tont 'barzh tavarn ar Wesport Inn. Pal ar genstrivadeg a zo da lakaat da glevet lennadennoù barzhonegoù en iwerzhoneg.
Kronikenn Tu-ha-Tu savet gant Ifig Kalvez o reiñ ar gaoz da Fulup Tangi diwar-benn an dro-lavar "Ouzh torgenn".
Sonerezh :
Franz Ferdinand - Take me out
Plouz & Foen - Strakal
The Chieftains & Sinead O'Connor - The Foggy Dew
Un abadenn kinniget gant Erwan Uguen.