Radio Kerne
Reuz zo bet ha reuz a zo c'hoazh e Douarnenez.
Met petra c'hoarvez 'ta e ker ar Pennoù-sardin ?
D'ar 6 a viz Mae ez eus bet ur vanifestadeg evit stourm a-enep d'ar mordreizherioù bale. Touristed zo o veajiñ war ar vag n'o deus ket gellet abourzhañ abalamour e oa stanket ar porzh gant ar vanifesterien hag ar manifesterezed.
Memes tra ar sizhun paseet met ar wech-mañ an douristed o deus gellet abourzhañ dre ma oa ouzhpenn 50 archer o evezhian porzh ar Rozmeur.
Ar strollegezh Semaphore a zo e penn ar stourm-mañ. Ur stourm a-enep industriezh ar verdeadenn.
Muioc'h a zisplegadennoù gant Alice, penn-sardin penn kil ha troad hag ezel eus ar strollegezh.