Un dreuzenn kerzhourien gant livioù ur ganevedenn

Radio Kerne

Un dreuzenn kerzhourien gant livioù ur ganevedenn

Gouzout muioc'h diwar-benn

Digwener un nebeud tud a oa bodet war pont Saint-François ba Kemper abred-tre diouzh mintin. 
Dilennidi  an ti-kêr en o zouez evel an intron vaerez Isabelle Assih hag Anna Vari Chapalain en karg eus an ingalded e ti-kêr Kemper. 
Dibaoe ar c'hentañ a viz Ebrel 2021 ker Kemper a zo anavezet evit bezañ ur "zonen frankiz evit an dud LGBTQIA +".
An hini gentañ e Frañs hag e Europa. 
Ha setu perak eo bet livet un dreuzenn gant livioù ur ganevedenn. 
Seurt tachennoù a zo un intrudu krouet evit respont d'an tachennoù "hep LGBT" - da lâret eo hep an ideologiezh LGBT -  a zo bet lakaet e plas e Bro Pologn. 
Ar "zonennoù-mañ" a zo didalvoud a-fed lezenn met aozadurioù pe kevredigezhioù zo a c’houzañv un aergelc'h homofob gant ar galloud lec'hel.