Radio Kerne
Muioc'h evit pevarzek milion a gizhier a zo e Frañs hervez ar sifroù bet roet gant Ministrerezh al Labour-Douar. Met kalz stankoc'h int e gwirionez, kar ar c'hizhier gouez n'int ket bet kontet, pe kentoc'h ar c'hizhier doñv aet da ouez en-dro (« chats harets » pe « chats errants » a vez graet deuzouto e galleg). Setu etre tout vefe war-dro triwec'h milion a gizhier er vro sur a-walc'h.
An dra-se 'neus un efed war an natur ha war al loened all. Hervez an LPO, bep bloaz 'vez lazhet pemzek ha tri-ugent milion a lapoused gant ar c'hizhier e Frañs.
Benjamin 'neus kontet deus an dra-se gant Jean-Yves Kervareg, sod gant al lapoused hag al loened gouez.