Radio Kerne
D'an 23 a viz Mae 'voe aozet ul lid prizioù evit tri skipailh gourc'hemennet gant ar chakod noz hag ar chakoz deiz, ur genstrivadeg filmigoù fardet gant pellgomzerioù ezhoug hag e brezhoneg tout. Ar bloaz-mañ he deus kêr ar pennoù sardin bet tri friz dre arzourien hag arzouerezed disheñvel penn da benn, ur strollad tud gour o teskiñ brezhoneg gant Mervent evit o film, O teskiñ ; liseidi ha liseadezed an hentenn brezhoneg e Lise Saint Blaise Douarnenez gant o oberenn Kouign Amann Douarnenez ha Jim ha Marzhin, sevenerien a-vicher evit o film Menezioù ruz ma soñjoù hag e krogomp gant un tañva eus an oberenn-mañ.
Ar filmoù bet menneget er reportaj a zo da zizoloiñ dre chadenn Youtube Daoulagad Breizh ha dre https://youtu.be/QP95rkknmdc
Er reportaj e klever Jim ha Marzhin, Sophie Pochet (kelennerez war ar brezhoneg), Yuna, Mewen, Lea, Mael hag Alban (liseidi ha liseadez) ha Yuna Roumier eus Daoulagad Breizh eus mikro Morgane Bramoullé.