Radio Kerne
Emañ kumuniezh kumunioù Douarnenez o lakaat e plas ur steuñv bouetañ lec'hel : ar PAT pe « projet alimentaire territorial ». Pal pennañ ar raktres eo adlec'hiañ ar produiñ hag ar beveziñ boued. 30 kinnig zo bet graet gant ar strollegezh e miz Genver evit tizhout ar pal-se. Hag araok ober kinnigoù e oa bet graet ur studiadenn, un « diagnostique » deus ar produiñ ha beveziñ boued lec'hel gant ar gumuniezh. Katell Chantreau, eil-prezidantez e Douarnenez Kumuniezh en karg deus an treuzkemm ekologel, a gont deomp hiroc'h war ar raktres bras-se.
Un abadenn gant Metig Jakez-Vargas