Beilhadeg e brezhoneg e Gwezeg

Radio Kerne

Beilhadeg e brezhoneg e Gwezeg

Gouzout muioc'h diwar-benn

A-benn an 19 a viz Meurzh e vo eus ur veilhadeg en brezhoneg adalek teir eur er sal Karreg an Tan ba Gwezeg. 
Un darvoud kinniget gant skipailh Sevenadur evit an holl. Ar gevredigezh a zo bet krouet evit mediaoueg Gwezeg pevar bloaz 'zo. 
A-raok ar c'hovid René Merdy - boaz da aozañ beilhadegoù er vro - noa aozet ur veilhadeg e Lotei hag un taol kaer eo bet. 
Ur bern tud a zo gwelet ha klevet. 
Bloaz paseet oa ket bet moaien d'ober ar veilhadeg en-dro ba Lotei neuze Renée Merdy noa goulennet gant Dominique Merien, sekretour ar gevredigezh Sevenadur evit an holl ma oa moaien aozañ ar veilhadeg e vediaoueg Gwezeg. 
Evel-just ar skipailh neus asantet diouzhtu rak evit Dominique eo pouezus klevout muzik ar yezh, muzik ar brezhoneg.