Radio Kerne
Mizvezh ar brezhoneg eo miz Meurzh hag e Kemper ivez e vez aozet traoù evit lakaat ar brezhoneg war-wel. Thomas Moysan, kargad a zioren evit ar brezhoneg e Kemper a zo eus mikro Morgane Bramoullé.
Adalek ar sizhun-mañ e c'heller c'hoari e tiez-bara Kemper evit gounit plasoù evit Gouelioù Meur Kerne, predoù en tiez-krampouez ha mil-tammoù e brezhoneg ! E pep karter eus Kemper ez eus tiez-bara o kemer perzh, e kreiz-kêr Messidor, Au bon vieux temps, Bara bio ha les Carolines. E Kerfeunteun, Pains ha Kouign ha Barabio, e Penhars, O'Plaisir, Le fournil de Penhars ha Le fournil de Kemper hag en Erge Vras, l'étagère à Pain.