Vassilissa

Radio Kerne

Vassilissa

Gouzout muioc'h diwar-benn

Ur gontadenn ukrenian vo kontet deoc'h hiziv : Vassilissa. 

Mamm Vassilissa he deus roet ur verc'hodenn vajik d'he merc'h a-raok mervel. He zad a chom e-unan e-pad ur c'hrogadig goude-se, met dimeziñ a ra en-dro a-benn ar fin. Met al lezvamm n'eo ket evit anduriñ Vassilissa. Kas a ra anezhi da c'houll tan gant Baba-Yaga, ar wrac'h-kozh !