Budjed Rannvro Breizh 2023 evit yezhoù Breizh war zigresk

Radio Kerne

Budjed Rannvro Breizh 2023 evit yezhoù Breizh war zigresk

Gouzout muioc'h diwar-benn

E miz Kerzu e oa bet diblaset servij Yezhoù Breizh er servij "buhez foran" e Rannvro Breizh. 
Dibaoe 2010 e oa bet gouest Lena Louarn derc'hel yezhoù ar vro er servij stummadurioù. 
Strolladoù ha kevredigezhioù 'zo oant ket evit asantiñ ar cheñchamant-mañ. 
Rouedad ar brezhoneg noa kaset ul lizher d'ar rannvro evit mont a-enep an diviz sinet gant meur a gevredigezh. 
Setu bremañ un dagadenn ouzhpenn evit izili ar rouedad. 
Budjed programm yezhoù Breizh a zigresko eus 2% hep kemer e gont c'hwezhadur ar priz, an inflation ma karit, a vez gouzañvet gant ar c'hevredigezhioù hag ar strolladoù dibaoe ur mareadig dija. 
Yves-marie Derbre Salaün, bezprezidant ar rouedad Diwan a zispleg hiroc'h deomp.