Radio Kerne
Ne vo ket a-bell 'vo Nedeleg ! Ha setu evel bloaz 'ginnigomp deoc'h selaou un abadenn ispisial ! Telefonet 'vo d'an Tad-Kozh Nedeleg e-giz boaz, ha goude-se 'teuio Tunvezh Wloegen ha Loig Jadé da lenn daou levr deomp : En Amzer Vras ha Mip ha Blipig. Benjamin Bouard a gonto ur gontadenn verr ivez : ar Galetezenn !