Radio Kerne
Abaoe penn kentañ 2022 ez eus 118 feminisid, ur vaouez a zo marvet bep daou zevezh e Frañs. Ar sifroù-se ne chañjont ket abaoe bloavezhioù, padal eo bet lakaet an ingalded merc'hed-paotred hag ar stourm 'enep ar feulster graet deus ar plac'hed "Grande Cause du Quinquennat" ur wech ouzhpenn gant Emmanuel Macron pa z'eo bet dilennet evit an eil gwech. Gant ar strollad NousToutes 'vez kontet an niver a vaouezed lazhet hag aozet ivez manifestadegoù da geñver devezh etrebroadel a-enep ar feulster graet eus ar plac'hed. E Kemper 'vo ur gerzhadeg deus noz aozet gant NousToutes Kemper hag ar strollad CTEFS. Soutenet int gant kêr-Kemper.
Kêr g/Kemper a ginnig ivez lakaat e pleustr ar stignad Angela. Ar stignad Angela, ganet er Rouantelezh Unanet evit sikour ar maouezed taget en ostalirioù da gentañ tout a zo e bal : lakaat da anavezout d'ar re taget gant ar feulster ez eus tud stummet a c'hell sikour anezho. Lakaet eo bet e pleustr e kêrioù zo e Bro C'hall hag e Breizh, e Sant-Brieg da skouer. E Kemper eo krog an traoù neuze. Un emvod foran 'vo aozet d'al Lun 9 a viz Genver en ti-kêr evit mont war-raok gant an aozadurioù o defe c'hoant kemer perzh.
Ana-Vari Chapalain, eilvaerez Kemper, e karg eus an ingalded plac'hed-paotred.
Un atersadenn gant Morgane Bramoullé.