Teknikoù yezh er varzhoniezh vrezhonek

Radio Kerne

Teknikoù yezh er varzhoniezh vrezhonek

Gouzout muioc'h diwar-benn

Er gronikenn « A-Ramp War Gomz » ar sizhun-mañ, emaomp asambles gant Gwendal Denez atav, hag eñ bet kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2. Hiriv e kont deomp deus an teknikoù barzhonegel a vez implijet er varzhoniezh vrezhonek hag a zo diazezet war perzhioù memes ar yezh.

 

« Milc'hwid ar serr-noz » eo barzhoneg brudetañ Maodez Glanndour. Embannet eo bet gantañ e 1946 gant an ti embann Studi hag Ober. Lâret eo amañ gant Yann-Fañch Kemener, en un enrolladenn a c'heller kavout war « Roudennoù », e bladenn ziwezhañ, enrollet da enoriñ barzhoniezh vBreizh, ha deuet maez e 2019.

 

Ur gronikenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.