Radio Kerne
Er gronikenn varzhoniezh « A-Ramp War Gomz » hiriv, emañ Tunvezh asambles gant Gwendal Denez en dro. Ar barzh, bet kelenner-enklasker e Skol-Veur Roazhon 2, a zielfenn evitomp al luskadoù barzhoniezh vrezhonek disheñvel a zo bet dre an istor. Ar sizhun dremenet e lâre deomp penaos e voe bet tri maread : hini an henamzer hag ar grenn-amzer da gentañ, gant ar c'hlotennoù diabarzh. Da c'houde zo bet maread ar romantelezh, pa ra ar vretoned evel ar fransizen gant barzhonegoù e daouzek mouezhiadenn ha klotennoù dibenn. Ha kroget eo an trede maread e fin an XIXvet kantved, gant ar barzh Yann-Bêr Kalloc'h.
Ar barzhoneg « Me zo ganet e kreiz ar mor » gant Yann-Bêr gKalloc'h a voe bet lakaet e sonerezh gant ar sonaozer Jeff Penvenn e hanter an XXvet kantved. Evel ma lâr Gwendal Denez eo bet kanet lies gwezh betek bloaz paseet gant ar strollad Fleuves. Kanet e voe amañ gant Yann-Fañch Kemener, war e bladenn « An dorn » gant ar soner Aldo Ripoche.
Ur gronikenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean.