Un e-book diwar-benn Troveni Vras Lokorn (1)

Radio Kerne

Un e-book diwar-benn Troveni Vras Lokorn (1)

Gouzout muioc'h diwar-benn

E penn kentañ 2019 ez ae ar gazetennerez ha realizatourez Anne Gouerou da gaout skipailh BCD (Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù Breizh) a-benn kinnig dezhe danvez un e-book diwar-benn Troveni Vras Lokorn, m'emañ hi o chom abaoe un nebeut bloavezhioù, ha m'he deus desket petra a dalv ar pirc'hic'hinaj d'an annezidi.

An e-book-se, La Troménie de Locronan, un chemin au rythme du temps celtique, a c'heller prenañ dre lec'hienn BCD abaoe un nebeut sizhunioù bremañ.