Heklev an Hañv 02/08/2022

Radio Kerne

Heklev an Hañv 02/08/2022

Gouzout muioc'h diwar-benn

Elen Rubin, renerez ar gevredigezh Daoulagad Breizh a lar hiroc’h deomp war program ar gevredigezh e-kerzh gouel ar filmoù e Douarnenez dalc’het etre an 20 hag ar 27 a viz Eost 2022.

Dominique Merien diwar-benn nozvezh ar stered aozet e Kerdevot hag e Kombrit gant ar gevredigezh Loargann.


Yoga : Hiriv e vo desket daou stumm kentañ ar« Saludiñ an heol »: stumm ar pleg war-raok ha stumm ar c’hi e benn an traoñ. Kinniget deoc’h gant Sebastien Guinier.

Keleier : Tunvezh Gwlagen-Grandjean

Kinniget gant Marianne Vaidie (Radio Kerne)

Sonerezh :
Amaria – Lose Control
Curtis Harding - Surf
Cocanha – Colorina de Rosa