Radio Kerne
Ar gronikenn « A-Ramp War Gomz » gant ar barzh Koulizh Kedez ar sizhun-mañ c'hoazh. Bez eo bet Koulizh Kedez o chom e bro Suis pa oa 20 vloaz, « pell deus an toull don a oa Breizh Izel evitañ d'ar mare-se ». Ha da derc'hout deus bro C'hall, hag a faote dezhi lakaat anezhañ er prison peogwir en oa kuitaet an arme e kreiz e amzer selvij. Dont a raio en dro war an divroañ-se er gronikenn-mañ. Met da zigeriñ anezhi e tibun deomp ur barzhoneg dezhañ « Toulloù a rit »...