Radio Kerne
Ar barzh Koulizh Kedez a zo ganet e 1947 e parrez Sant Koulizh, e bro Gastellin. Barzh ha dispac'her eo atav, saver deñved n'eo ket ken, daoust m'en eus bet graet a vicher-se e parrez e dud e pad meur a zekad a vloavezhioù. Troet zo bet gantañ skrivagnerien ha barzhed deus ar galleg, ar ruseg pe c'hoazh ar yiddish, embannet gant e di embann « An Diaoul Dieub ».
Er gronikenn-mañ, ar gronikenn « A-ramp war gomz » gentañ savet gantañ, e tispleg KoulizhKedez e varzhoneg « En disrann e oan ganet ». Un digarez evit dezhañ kontañ un tammig deus darn kentañ e vuhez. Klevet vo ar barzhoneg « En disrann e oan ganet » e fin ar gronikenn.
« En Disrann e oan ganet, », a zo ur barzhoneg tennet deus trede dastumad barzhonegoù Kouli Gedez, an dastumad « Dev an Avel », embannet e 1987 gant Mouladurioù Hor Yezh.