Gouzout muioc'h diwar-benn
Koloniset 'oa bet ar Groenland gant ar Vikinged e fin an Xvet kantved, a-raok ma oa en em gavet an Inuited er vro memes. Etre 2000 ha 5000 den zo bet o chom er c'holonioù-se. Met a-greiz tout ne oa ket chomet den ebet ken. An istorianed zo 'klask goût bremañ petra zo c'hoarvezet gant an dud-se : lod soñj dezho 'oant bet oblijet da guitaad ar vro 'blam d'ur cheñchamant-amzer, met lod all o deus kavet n'eus ket pell zo lar n'eo ket ar yenijenn zo kaoz.