Gouzout muioc'h diwar-benn
Izel awalc'h eo an niver a dud n'o defe ket c'hoant kaout bugale. Pemp den diwar gant nemetken a vefe e Bro C'hall, hervez ar sifroù embannet gant an INED (ensavadur ar studioù demografel) e 2010, hag an niver-se a chom stabil abaoe.
Choazoù buhez a oa chomet e-maez ar gaoz betek un nebeut blaovezhioù'zo.
Met, muioc'h mui bremañ, e klever tud, merc'hed dreist-holl, youl gante da gaozeal eus an hent-buhez disheñvel o deus choazet, eus ar c'heuz o deus da vezañ graet bugale, zoken, evit reoù'zo.
En abadenn-mañ 'vo klevet komzoù tud chomet divugel, skeudenn ur gevredigezh o cheñch, e-lec'h ma vez dispaket aesetoc'h ar santimañtoù pe traoù personel. C'hwec'h testenni, peder flac'h ha daou baotr o toullañ kaoz en un doare disanv, mersi bras dezhe.
Un abadenn savet gant Rose Le Troadec
tonioù :
« Quand la bogue dort », Gwenojenn, Soïg Sibéril (ton kinnig ha diskinnig)
« Nihavent Oriental », Sultan's secret door, Istanbul Oriental Ensemble
« Lo que vendrá », Gran Bazar, Les Tromano