Radio Kerne
Pa vez ar c'hoant gant tud yaouank bet desket brezhoneg un nebeut bloavezhioù 'zo, skrivañ traoù frommus ha don e brezhoneg, n'eo ket aes atav dont a-benn da gaout fiziañs ha da c'houzout kaout e blas el lennegezh brezhonek. Setu testeni Tara Uhelloù, he 'zo bet perzh 'bar fanzin Distro ar Gwennili, bet moullet e 2021 gant barzhonnegoù, testennoù ha treadennoù bet skrivet gant merc'hed deus ar vro.