Yann-Ber Piriou - Barzhonegoù-deiz Añjela Duval

Radio Kerne

Yann-Ber Piriou - Barzhonegoù-deiz Añjela Duval

Gouzout muioc'h diwar-benn

Perak eo ken brudet Añjela Duval ? Petra he deus dihunet 'ba spered an dud ? Al liamm d'an natur ha d'he labour, a reponst Yann-Ber Piriou. Petra oa ar stourm evit ar brezhoneg d'ar c'houlz-se ? Penaos e veze bevet gant an dud an dismegañs a veze war o mod bevañ ? Marteze eo bet se ivez labour Añjela, degas barzhoniezh ha braventez da mod buhez an dud war ar maez e Breizh, er bloavezhioù 1970 hag hiriv an deiz c'hoazh. Barzhoneg : "Barzhonegoù-noz, barzhonegoù-deiz" gant Añjela Duval, skrivet e 1966 hag embannet e levr Yann-Ber Piriou "Défense de cracher par terre et de parler breton"