Radio Kerne
Pa oa distro Yann-Ber Piriou deus Kaledonia Nevez en doa bet c'hoant mont da welet ur bern brezhonnegerien.ezed ampart. Ur beleg deus ar C'hozh Marc'had en doa komzet dezhañ deus ur plac'h a skrive kalz a varzhonegoù. Setu neuze Yann-Bêr Piriou, bet gant e velomoteur betek Traoñ an Dour ha graet anaoudegezh Añjela Duval. Barzhoneg : "Ar roñfled" gant Añjela Duval, skrivet e 1964 hag embannet el levr "Défense de cracher par terre et de parler breton".