Radio Kerne
Yann-Ber Piriou a zo ur skrivagner a vro-Dreger. Bet o vevañ e Kaledonia Nevez 'pad e vugaleaj, kontañ a ra deomp penaos eo deuet ar varzhoniezh dezhañ. Dre kanaouennoù e dad e brezhoneg hag e galleg eo bet kizidikaet d'ar c'han, ha dre-se, d'ar barzhoniezh. Barzhoneg : Barzhonegoù verr tennet deus levr Yann-Ber Piriou "Kestell-traezh evit kezeg ar mor" lennet gant Liliane Thoraval