Gouzout muioc'h diwar-benn
-Maxime Touzé, ken brezidant Emglev Bro Douarnenez zo ganeomp en abadenn evit ur c'hinnig-labour
-Un tamm eus RODEIER: Denis Bozec, paotr Langoned, vo en abadenn Rodeier a-benn disadorn war Radio Kerne. Tro parrez Langoned a vo graet da gentañ, a-raok kaozeal deus e goñje, pa oa bet kaset da vBerlin er bloavezhioù 60, e-kichenn ar voger vras. Hag e lodenn ziwezhañ an abadenn 'vo kaozeet deus ar gallaoueg, hag a neus desket e-unan, pa oa bet o labourat evel mevel labour-douar e Breizh-Uhel. Da gentañ ne ouie komz gallaoueg ebet, met gant al latin eo deuet a-benn da gompren tammoù traoù fonnus a-walc'h.
-ALI LENN AR SIZHUN
gant Ronan Debel eus ar vediaoueg Alain Gerard e Kemper : Le quai de Ouistreham gant Florence Aubenas
-Un Tamm eus an Divskouarn O Nijal (sul 23 01 2022, 12e00 ha 18e00) gouestlet d'ar realizatour Avel Corre. Emañ o kinnig e film nevesañ, Termaji
-LABOUS WEB, gant Gwen Meynier: enkadenn al ledreelloù (Un diouer a ledreelloù (semi-conducteurs) a vez er bed er mare-mañ. Gwelet e vo neuze petra eo ul ledreell, da betra servij ha petra eo efedoù ar gudenn-se?
-STOURM AR GELENNERIEN
Da dalañ deus ar c'horonavirus er skolioù zo ezhomm muioc'h a gelennerien. Ur sizhunvezh goude an devezh harzh-labour hag an oe bodet holl dud an deskadurezh stad diriaou tremenet, e oa dimerc'her un devezh stourm all evit ar gelennerien.
Lakaet eo diaes ar gelennerien er c'hentañ hag en eil derez, o klask merañ ar skol daoust d'ar c'hleñved-red, ha merañ ar reolennoù yec'hed a vez cheñchet bep eil devezh.
Bet oa Tunvezh Gwlagen-Grandjean o kelaouachiñ eno. Kavet he deus Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper, ha Sklaerenn Noazel evit an FSU.
-KELEIER: Yuna Cojean