Gouzout muioc'h diwar-benn
A-benn ma vez graet goap ouzh tud Bro-Gwened a vez graet ar re "tcheu tcheu" deuzouto. Hag an dra-se n'eo ket gwall fin peogwir ouzhpenn e Bro-Gwened 'vez kaozeet gleb. Ar staonekadur a vez graet deus an dra-se e brezhoneg, "palatalisation" e galleg. Ha Serj Bozeg en deus displeget da Enora Molac penaos ya en-dro.