Echedoù e brezhoneg

Radio Kerne

Echedoù e brezhoneg

Gouzout muioc'h diwar-benn

Brendan Budok Durand-Le Ludec en eus krouet ur strollad echedoù e brezhoneg war Facebook hag ur chadenn Youtube evit reiñ un nebeud kentelioù evit ar re a fell dezho deskiñ. Gall a reoc'h ivez selaou ouzh Brendan o tielfennañ partiennoù evel hini Ian Nepomniachtchi a-enep Kirill Alekseenko, c'hoarierien a vicher. Kaoz e vo ivez eus ar merc'hed e-barzh bed an echedoù hag an heuliad tele The Queen's Gambit en eus graet berzh en diskar-amzer 2020.